Arru amser an distro ewid JOA iwez. Da gentañ penn emômp lowen ken-ha-ken da ober doc'h da c'houzoud la eo bed dégemered da vad or bidoc'hig e-toues ahanomp. Ha hennezh Soig Siberil an heni 'g eo, manifikoder é g'hitar boemus !
Stumm newez or strollad pewar-ha-pewar neuhe, skeudennow tenned a-newez iwez, a-drugarez da Éric Legret hag e lagad lemm ken ema awalc'h, ha toniow newez war ar stern...
Peadra da ober lañss a-fesson d'ar mare-musik da zont !
Armel an Héjer : kan & barzhoniezh
Malo Carvou : fleüt-treus e koed
Ronan Bléjean : akordeoñss
Soig Siberil : gitar
www.joa-music.eu
Kemer amser / golow ar c'huzh-heol / skeud ar penn-tier pesketourien / bro / pays / leur on ostaleri-porzh, en awel fresk an abardae / dremmow n'ouzer ked netra anehe hag a lâr kalsig avad / kloc'h ar vorc'h é tintal er pellow / gweled, klewed, selow : chuchumuchu he sekrejow digant an natur / kemer amser / golow an dez é tont dre ar prenestr / difich ar plass / ton raegozh on ec'hwedez / hag ar gêr bromañ ha breskign / pell ar bresel dija, hag amañ c'hoazh da dra / or gêr ganed en-dro, kasekenned-koed, tro, tro, tro / kemer amser, an amser é troiñ / chom heb ober netra ken nemed tenn e vad doc'houtañ / bezañ amañ / Bro-oadow al loar / pays / bro / broadow al lanneier divent / broiow du-mañ du-he / broad / bro dioad / bro-oadow / pays-âges...
Hervé Lesvenan : piano, ogrow, sonaosiñ & renerezh-musik
Armel an Héjer : kan & barzhoniezh
Loïc Bléjean : pib-ilin & low-whistle
Ronan Baudry : saksofon
Produiñ : Ars'ys
Skigniñ : Coop Breizh
www.hervelesvenan.bzh
Diwezañ pladenn deu'd ér-maes, deu't da sélow Armel an Héjer ha neuhe Alain Le Clère é kaniñ da zañssal mod Kalanel da geñver kenstrivadeg-dañss mil vruded Ménez Meur. Hag on tamm-diskuizh skrived a-fetepañss ha dedïed oll da Alan Pier war ar marc'had !
Armel an Héjer : kan
Alain Le Clère : kan
Produiñ : War 'l Leur
Skigniñ : Coop Breizh
© Serj Philouze
Goude meur a vloaz é kenlabouriñ ewid mennozhiow-musik a beb sort (Ozan trio, Deus’ta, Heol…) hag é-kichen ar strollajow disheñvel ema é kaniñ enne-int hiziw (Joa, SA[ƒ]AR, Ars'ys...), Armel an Héjer a zo santimanted da redeg é hent dezañ é unan penn dabaoe 2012. Gant-se en neus gwreed lañss da HIRVOUD, ar ragtress kentañ dezañ didan é anw, hag enrolled é bladenn gentañ BOKED AN EUREDENN assambles gant or stropad musissianed bruded mad é Breizh.
Gant or bed arzhel doc’houtañ é unan e teuv hennezh da ganiñ domp ar c’hejaj a santimanchow eneb ken stag doc’h eneñw Breizh, hag a vez gwreed hirvoud anezañ. Esper, karantez, huñvreow a gimiad, goanag, c’hoant, hag iwez tristidigezh, langiss, hiraezh leun a spi hag a hetow… Heol a-dreus ar glaw !
"Gant ar bladenn Boked an Euredenn e ra ar c’haner yowank lañss d’é anw é unan kàer. Ha nin ha disoloiñ bed doc’houtañ é unan an arzhour-mañ dre zeg kanowenn skrived gantañ son ha ton. Chañssoniow a garantez blas ar Reter gante-int. Peb tra da hoalad ahanomp." (Ouest-France)
© Richard Boulestreau
JOA... An anw-se é unan a zo dija or galw d'ar blijadur ha d'an eskemm doc'houtañ ! Pediñ a ra ahanomp d'an evurusted da 'n im gowd ha da vezañ assambles gant ar peb pressiussañ deus ar musik : ar strafuilh. Ha gant musik Breizh an heni 'g eo, é kement stumm 'zo doc'houtañ (da sélow, da zañssal, da c'hoarzhin, da c'hoari...), e vezer kouvïed gant JOA d'ar strafuilh-mañ, d'an oll strafuilhadennow-mañ…
Mesked o mouezhiow gant Armel an Héjer, Malo Carvou, Ronan Bléjean ha neuhe Soig Siberil ewid lakiñ ahanomp da zont tre ha don é-barzh musik-pobl Breizh, é-kreisig-kreis an toniow diamser-se, a-benn ober domp da anavezo é strafuilhamant én é oll binvidigezh.
Armel an Héjer : kan
Malo Carvou : fleüt-treus é koed
Ronan Bléjean : akordeoñss
Soig Siberil : gitar
www.joa-music.eu
www.malocarvou.com
www.soigsiberil.com
© Éric Legret | Musikan
© Youenn Chapalen / Amzer Nevez
Teuziñ a ra Armel an héjer é gan skiltr ha don gant trous ken dibar piano-tredan Fender Rhodes J.C. Normant. Hag an toniow hag en im fichañ kàer gant variañssow didermen, sovaj, jazzy pe funky, deus notennow oabreg, én aer, da gensoniow gouez ha garw. Klokeed a-fesson an triad-se gant Jerm Kerihuel hag é douch flour doc’h ar benwijiri-skoiñ, é tégass ennañ lusk ha pouls a-gevred gant taoliow-mouezh ar brezhoneg... é-toues reow all !
Gant al liwiow dibar-mañ e tiorren SA[ƒ]AR or personelezh hag or bed doc’houtañ é unan, ma témez komsow brezhoneg hiziw gant toniow a-ziagent, barzhoniezh ar bed oll gant fromow an douar, kisidigezh a-vromañ é-leizh ér musik-se.
Armel an Héjer : kan
J.C. Normant : piano elektro-akousteg Fender-Rhodes & klowierow
Jérôme Kerihuel : benvijiri-skoiñ
Tud peded ewid ar strollad pemp-ha-pemp :
Denis Colin : klarinetenn voud
Jochen Vogel : telenn geltieg "clársach"
© Youenn Chapalen / Amzer Nevez
ARS'YS
ARS'YS a zo or strollad a-gemm doc'houtañ, ennañ musissianed é tont deus kenarroudennow-musik disheñvel ha boded én-dro da Herve Lesvenan, é kroeshent ar sevel-toniow mod hengounel (keltieg, ha pell muioc’h avad), jazz, klasseg, barok hag a-vromañ.
Tenn a ra ARS'YS é anw deus ar goms gressianeg arsis -kontrel da thesis-, derow ar frasenn-vusik, momentum, analiñ, ar c’hresk é lusk an dañss. Talveziñ a ra ar "y" e lec’h an "i" orin da venegiñ mojenn Ker Is, skrived Ys é galleg.
On dachenn eskemm, koñchenniñ hag arnodiñ eo ARS'YS iwez, war an heñchow da stummañ ha da empenniñ ar musik.
Ragtress Bro-Oadow :
Hervé Lesvenan : piano, ogrow, sonaosiñ & renerezh arzhel
Armel an Héjer : kan & barzhoniezh
Loïc Bléjean : pib-ilin & low whistle
Ronan Baudry : saksofon
www.hervelesvenan.bzh
www.loicblejean.com
Ma zo or soner gitar e Breizh n’eus ked ézomm da ginnig mui eo Soig Siberil an heni 'g eo ! É labouriñ ewid meur a vennozh-musik, é-barzh strollajow disheñwel (Sked, Kornog, Gwerz, Pennoù-Skoulm, Den, Trio Kemia, Les Ours du Scorff, ha me 'oar !) kement hag é unan penn, en neus gouezed ober énor d’ar gitar akousteg é musik Breizh.
Bromañ e tispleg Soig hag Armel o zalant a-gevred ewid hor brassañ plijadur, én or veskiñ lusk soutil ha startijenn dihesk "mestr an open tuning" gant kisidigezh strobellus ar "c’hrooner breton". Or c’houblad c’hwek ha milsin, ma vezer fromed gantañ én or ober dow genson ha tri fos !
Armel an Héjer : kan
Soig Siberil : gitar
www.soigsiberil.com
© Richard Boulestreau
Bed é teskiñ gant Emmanuel « Manu » Kerjean ha Basti’n Gwern, ema Alain Le Clère unan deus mistri bras ar c’han breton doc’h ar c’his fissel. Daspugn a ra memor kanerien ar vro, kassed gantañ disehan d’ar re é tont d’o heul, hag e kan dabaoe on toullad mad a vloawezhiow assambles gant kanerien a zellez evel Denez Prigent, Jean-Claude Talec, Ifig Troadeg pe Erik Marchand.
Alain Le Clère hag Armel an Héjer, peb heni loreed meur a wech, a zéskouez or vestroni espar war ar c’han hengounel. É-doug festow-nos pe sonadegow e kassont domp startijenn, lusk ha from dabaoe bloawezhiow ewid brassañ plijadur an dañsserien hag ar sélowerien. Labouriñ a reont iwez da vrudiñ ar c’han-ha-diskan hag ar c’han breton dre vras én tu all da harzow Breizh, Iwerzon hag SUA hag all (NY, Chicago, Cleveland, ABQ, Santa Fe…), é lec’h mag int bed é kaniñ meur a wech. É-toues ragtressow all o deus kenlaboured peurgedked gant tabourinerien ha kanerien garifuna deus inisi Karaib ha Kreis-Amerika, a-benn sevel ar strollad kentañ BREIZH AMERIKA COLLECTIVE.
Armel an Héjer : kan
Alain Le Clère : kan
© Serj Philouze
" 'Bominapl […], unan deus ar re gentañ e-toues kanerien Breizh !"
Irish Central, New-York, USA
"A dra sur n'eus ked diouer a ganerien a dalant é Breizh, mes ar penn-mouezh a zo deus An Héjer a laka anezañ én or plass dezañ é unan : tolped, melkonius, hirvoudus ha skéltr-pinvilig tre. Diaes eo soñjal én or c'haner a-vent gantañ ; galled a reer bezañ é-chal da geñveriañ gant ar mestr Yann-Fañch Kemener. Mouezh dudïus ken-ha-ken o deus o dow, nemed pa sav Kemener d'on dra bennag dramaeg, kasi santimantel, e seblant An Héjer bezañ doc’houtañ é unan, meineg, é tégass soñj deus kan-prederiegezh Kreis ha Kreistez Asia."
bretonmusic.wordpress.com
"Or vouezh a oe, kàer meurbed, heni Armel an Héjer hag a oe eed plom war-eeun d'ar galon. Goûd a ra ar c'haner dégass on awel newez d'an hengoun gant displegerezhiow sebezus hag on doare dispar da vezañ war al leurenn."
Ouest-France
"Neb en neus klewed Armel an Héjer n'eo ked ewid disoñjal tommder ha musikelezh e gan. Ober a ra gant é vouezh evel gant or gwir venveg hag e oar lakaad an notennow hag ar geriow da soniñ, nerzh ha berw gante-int."
France 3
"Ar gwir esparadenn amañ eo Armel an Héjer an heni 'g eo, or c'haner breton peurdemsed ma vez klewed begenn an hengoun én é gan, hag a zo gouest avad da voutiñ war an hengoun-mañ da gass anezañ on tamm pelloc’hig, da veteg dont da vezañ on dra newez flamm. É vod da ganiñ ér ganowenn gentañ "Yann Nikolas" a zo bed on diskuliañ din, é peusdassoniñ evel vogalennaduriow klasseg indian a-wechow. Lemm hag a-boell eo é ganerezh, ha soubed ér sort c'hrizder-mañ a ra da soniow Breizh bezañ ken kàer avad, zoken d'ar re ne ouzont ked brezhoneg."
Kith Folk Magazine, USA
"A-benn di-zale e vo or "must" da vezañ bed klewed ar c'hrooner Armel An Héjer, Sinatra newez deus Breizh."
Ouest-France
"Ar vouezh tonel, an arwarzh hag al lewenez a zo é kan Armel an Héjer a ra burzhud. Plijoud a ra domp é abadennow ken reizh ha bew."
Le Télégramme
21 | 07 | 17
JOA
Fest-nos
S. Ke
Goelo
29 | 07 | 17
AN HÉJER-LECLÈRE
FEST-NOS
Festival Breizhaven
Rosporden
Kerne
02 | 08 | 17
Ars'ys
Sonadeg
Chambre avec Vue
Beg-Meilh, Fouen
Kerne
13 | 08 | 17
JOA
Fest-deiz
Ar C'habellow
Konk-Kerne
Kerne
14 | 10 | 17
AN HÉJER-LECLÈRE
FEST-NOS
Penn-bloaz K.K. ar Bleuniow Kignes
Fors-Fouen
Kerne
31 | 10 | 17
JOA trio
Sonadeg
Kalanna keltieg
An Poitín Still
Kemper
Kerne
24 | 02 | 18
an héjer-carvou-beuze
Fest-nos
Sal an Aod Vew
Gwidel
Bro-Gwened
24 | 03 | 18
an héjer-le clère
fest-nos
Dowlas
Kerne
01 | 04 | 18
an héjer-le clère
fest-nos
Amser Newez ar C'hastell-Newez
Kastell-Newez ar Fow
Kerne
14 | 04 | 18
an héjer-le clère
fest-nos
Pennbloaz KAAP
Sal an Ti-Kêr
Brest
Bro-Leon
22 | 04 | 18
an héjer-le clère
kenstrivadeg
Pales an Arzhow
Gwened
Bro-Gwened
Gweled an almanac'h klok